E-giz a lavare Anjela Duval, kleuzioù a zo "— framm ha stern ar broioù Kelt —" (Dismantroù Breizh). N'on ket evit tud a endro evit prezeg diwar o fenn met, d'am soñj, a-bouez-bras a-walc'h eo kregiñ ur pennad-skrid evel hennezh.
Comme disait Anjela Duval, les talus sont "la structure et le châssis des pays celtes" (Dimanstroù Breizh). Je ne vaux pas les spécialistes de l'environnement pour parler de ceux-ci mais, d'après moi, il est assez important de commencer un article comme celui-ci.
Petra eo ho soñj diwar-benn ar c'hleuzioù ?
Que pensez-vous des talus ?

Ar c’hleuz
"Ur gridienn a red
Dre va c’hein spernennet
Sonnañ ’ra war va fenn
Va blevad drez luziet
Sonet eo va eur diwezhañ
Echu eo va reuz er bed-mañ
An douar a stroñs. Ar gwez a gren
Met petra ’welan ? N’eo ket an Ankoù !
Met un diaoul bras gant skilfoù
O tont d’am drailhañ, d’am dispenn
Ar bulldozer ruz gant e bal ramzel
D’am sebeliañ er fozell. »
« -A ! ra chomo merket dir da skilfoù
Gant gwad glan va gwrizioù ;
Evel dorn ur bourev
Gant gwad ar merzher !
Endra nijo skañv va ene
En dumenn va foultrenn :
Koumoulenn douget gant an aezhenn
Uhel-uhel dreist ar roz,
War-zu… ur Baradoz :
Paradoz ar c’hleuzioù kozh… »
25 a viz Meurzh 1963
Dernière édition par Troc'herkaol le Mer 24 Mar - 17:21, édité 1 fois