Jack London, Ar vosenn skarlek, Al Lanv, 2002.

Ar vosenn skarlek zo bet troet (gant Daniel Kernalegenn) diwar ur romant eus London, The scarlet plague. Al levr brezhonek plijusañ am eus lennet biskoazh... ha pa ne vefe nemet un droidigezh ! Setu perak e lâran e vefe ret kaout muioc'h a droidigezhioù c'hoazh. Kalz a draoù a oa bet troet gant tud Gwalarn : o paouez lenn Fostus,an doktor daonet emaon (troet gant Hemon diwar Marlowe)... Plijus eo ken ez eo !
Deus petra zo kaoz el levr-se ? Tremen a ra an istor e 2073 war-lerc'h ur c'hleñved-red eus ar re spontusañ a raio e reuz e... 2013 ! (na zisoñjit ket eo bet skrivet al levr ur c'hantved zo !!!). Kontañ a ra un den kozh penaos e oa bet distrujet an denelezh hag ar sevenadurezh gant ar vosenn-se. Daoust hag-eñ en deus London ijinet an istor-se penn da benn ? Daoust hag-eñ ne vefe ket un diougan ? Hag un dra zo da welout gant deiziadur ar Mayed ?
Da vezañ lennet ivez :
-An dud am eus anavezet. Poltriji stourmerien an Emsav savet gant Roparz Hemon. Dedennus.